Harvey Weinstein

Harvey Weinstein, ganet d'an 19 a viz Meurzh 1952, zo ur produour filmoù stadunanat. Gant e vreur Bob Weinstein en doa krouet an embregerezh dudi Miramax, a broduas filmoù dieub gant berzh bras. E-touezh ar re se Sex, Lies, and Videotape (1989), The Crying Game (1992), Pulp Fiction (1994), Heavenly Creatures (1994), Flirting with Disaster (1996), ha Shakespeare in Love (1998). Ar vreudeur o deus bet kuitaet Miramax evit sevel an embregerezh The Weinstein Company, ur studio filmoù. Bez eo bet Harvey rener gant e vreur etre 2005 betek 2017. E miz Here 2017, goude ma vefe deuet war-wel rebechoù lies tagadennoù reizhel a-berzh Weinstein, e voe skarzhet eus e embregerezh kement hag eus an Academy of Motion Picture Arts and Sciences. D'an 31 a viz Here, ur 80 maouez bennak o devoa rebechet tagadennoù reizhel gant Weinstein. Goude ar c'hlemmoù-se e oa bet savet en hashtag "#MeToo" war ar rouedadoù sokial. Sikouret e voe ar maouezed o doa gouzañvet tagadennoù reizhel da embann o soñjoù pe testenioù dreist-holl a-enep paotred c'halloudus. Kaoz zo bet eus an "Efed Weinstein".


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy